Paset eo kêr an Henbont en tu dehoù
An Henbont, e-tal an Oriant, a oa bet e-pad pell ur gêr labourerion poblek ag an tu kleiz. Met setu troet da vat ar bajenn-mañ !
Neizhour e oa aet ar maout en dilennadegoù get Jean-Charles Brunet, ag an tu dehoù get tro-dro 41 % ag ar mouezhioù. Da heul e oa al listenn ag an tu kleiz unanet kaset get Laure Le Maréchal, get 30 %, hag en trivet plas Pascal Le Liboux ag tu kreiz-dehoù get 29 %.
Laure Le Maréchal a oa ar penn listenn UDB pennañ er vro dre ma oa àr ar renk en ur gumun 16 000 annezad. He listenn « Bevamp an Henbont » he doe bodet 18 % ag ar mouezhioù en dro kentañ, get 8 mouezh diforc’h hepken e-keñver al listenn arall ag a tu kleiz.
Aodren Trehin a oa bet e ti-kêr an Henbont dec’h da noz da selaou reaktadenn Laure Le Maréchal, a zo é teskiñ brezhoneg, ha Tifenn Siret a zo bet dilennet get ar skritell UDB ivez àr he listenn. 5 dilennad a vo en holl en o strollad.